en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Stourm a ra Céline Michel ouzh an tevfobiezh!

Stourm a ra Céline Michel ouzh an tevfobiezh!

« N’eo ket ur c’hleñved red ! », « Ceci n’est pas une épidémie », sed aze titl an arvest emañ Céline Michel o skrivañ. Tev eo ar vaouez yaouank zo o chom ‘ba bro Brest, o vevañ ‘ba ur gevredigezh ‘neus poan da degemer an dud zo tev. Se zo kaoz ‘neus bet c’hoant sevel un arvest. Nevez ‘zo ‘noa kaset ur chomadenn ‘ba Le Maquis ‘ba Brest evit labourat war al leurenniñ gant Florent Le Doare eus ar gompagnunez « Ancrage théâtre ». Spi ‘neus Céline Michel ‘vo prest hec’h arvest evit miz Gwengolo ar bloaz mañ ha gellout c’hoari ar pezh. Ouzhpenn skrivañ an arvest emañ oc’h ober. Livañ ‘ra Céline Michel korfoù noaz maouezed tev. Hec’h oberezhioù zo da welout ‘ba Kemper beket an 13 a viz Meurzh ‘ba tavarn ar Flux ‘ba Kemper. eo ar pezh a fell da Céline Michel ober hag ‘neus c’hoant da dizhout ar re yaouank. Muioc’h ganti. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio